News

Les news ? Détends-toi, ça vient...

La groovidéo de l'étape
Get Adobe Flash player

184049 groovefans

ya.jpg

Groove noz 3

Photo de presse

Groove noz 3 ar Groove boys 8 € da vezañ urzhiet war www.grooveboys.biz

Sed amañ ur bladenn entanus ha farsus evit kas anezhi betek tarzh an deiz war lusk tonioù brudet adkempennet ’giz ar vro gant ar Groove boys. Un nebeud bloavezhioù ’zo e klaske dija ar skipailh furlukined petra a c’hallfe bezañ dindan tog bras Tata Yoyo... Kavet e oa an digarez da seniñ “tuboù” brudetañ ar bloavezhioù 70 ha 80 war bouez ur groove box, binioù-bras ha bombardoù. Hogen, kement a boan o devoa evit seniñ just ken e tivizjont degemer ur saksofon hag un drompilh da drompliñ.... divskouarn ar selaouer. E-giz-se e oa dereatoc’h evit lakaat hemañ diwezhañ da hejañ e... benn a-dreñv dindan gouleier a bep liv an toull-noz, pe re e garrdi. Deuet int a-benn, zoken, da lakaat arvesterien e-leizh da fiñval e festivalioù bras evel an Erer kozh, Gouelioù Kerne, Gouel Pesketaerien an Douar-Nevez e Bobital, ha kement ’zo ! O fennoù livet ha treuzwisket a zo bet bannet war France 3 meur a wech dija ha klevet (hepken, ya, rak aze ’oa ket moaien d’ober mod all) war France Bleu pe Europe 2... Berzh a reont atav e-touez ar re a fell dezhe riboulat war un ton farsus ha skañv. Ha setu perak eo deuet dezhe ar soñj embann ur c’haletezenn anvet “Tu vas t’détendre !” (“Distignañ ’maout ’vont d’o’er !”) warni pevar zon hepken (Eya ! Petra ’reoc’h !) met brudet memestra (Gimme Gimme Gimme gant Abba, La soupe aux choux, Le Jerk gant Thierry Hazard ha Partenaire Particulier gant Indochine) hag ur c’hlip direzon ha farsus-mik da vezañ bannet war an urzhiataer (aaaaa, memestra !). Er c’hlip-mañ e vo gwelet hor skipailh dirollet e ti-gar Brest hag en ur stal Intermarc’had oc’h entanañ, war lusk ur megamix Boney M, tud hag a oa deuet d’ober o c’homisionoù. Setu pennadoù a blijadur da vezañ skignet a-bouez-penn e-kreiz an noz, etre Madonna hag ar Bee Gees, pe etre Michael Jackson ha Les démons de minuit !!

Vendredi 16 février - Laz