News

Les news ? Détends-toi, ça vient...

La groovidéo de l'étape
Get Adobe Flash player

184384 groovefans

ya.jpg

Un emgav gant... Denez an Hir

Photo de presse

Prezidant bagad Brest Sant Mark, soner gant ar Groove Boys, rugbiman gant skipailh Plabenneg hag ivez, da lâret, kelenner... Pa chom un tamm amzer gantañ ez a c'hoazh da sikour e vignoned da zerc'hel o zi-embann "Bannoù-heol". Poltred un den mennet, daoust d'an aer "kool" a zo gantañ...

Penaos oc'h krog gant ar sonerezh ?
Ma zad a gane er festoù-noz. Dañsal a rae ma mamm, ha dañsal a ra atav. Kelenn a ra dañsoù Breizh. Sonerezh Breizh a veze klevet er gêr neuze. Ha mont a raemp asambles da selaou kenstrivadeg Kan ar Bobl e Plougin ha goude e Lesneven. Plijet on bet gant sonerezh Breizh. Da gentañ on krog evit ober evel ma breur ha ma c'hoar. D'ar c'houlz-se e kemerent kentelioù fleüt iwerzhonat e Lesneven. Bez' e oa ivez ur paotr o teskiñ ar binioù-bras gant ar "practice". C'hoant am eus bet kregiñ gant ar binioù eveltañ. Chomet eo ar c'hentelioù sonerezh a-sav gant ar gevredigezh Evit ar Vretoned ar bloaz da-heul. Neuze em eus kendalc'het e Brest, Kreizenn an Arzoù Pobl.

Petra a zo disheñvel gant ar bagad Sant-Mark ha ne vez ket kavet e lec'h all ?
Dibaboù disheñvel a zo bet graet gant sonerien ar bagad tost da dregont vloaz 'zo : paoueziñ gant ar c'henstrivadegoù, senién binviji all, sevel sonadegoù. D'an deiz a hiziv e lârfen n'eus ket kalz a ziforc'h ken gant ar bagadoù all, nemet ne reomp ket ar genstrivadeg. Traoù mat a vez graet gant lod anezho. Kaout plijadur o seniñ er bagad a zo a bouez evidon. Ha pa vez plijadur o seniñ asambles e vez aesoc'h da lakaat hor raktresoù da vont war-raok. Un dra all a zo pouezus ivez : reiñ plijadur pe, kentoc'h, treuzkas hor plijadur d'ar selaouerien ha rannañ ganto.

Perak ar rugby kentoc’h eget ar foot ?
Evel meur a baotr a Vro-Leon e oan krog da c’hoari foot. Judo am eus graet ivez e-pad seizh bloavezh. Ur mesklaj am eus graet en un doare. Ouzh matchoù c’hoariadeg ar pemp Bro e sellen gant va breur bep bloaz. Plijout a rae din kalz sellet ouzh ar matchoù ha n’em boa ket plijadur ken o c’hoari foot em skipailh. Bremañ e vezan o c’hoari rugbi abaoe pemzek bloaz e Plabenneg. N’em eus ehanet nemet c’hwec’h miz warlene. Re a draoù em boa da ober.

Penaos eo deuet deoc'h mennozh ar Groove Boys ?
Klasket hon eus seniñ ar binioù hag ar vombard asambles gant ar groove box, benveg elektronek Arno. Brav-tre e oa. 'Benn ar fin ez eus palioù disheñvel : seniñ tonioù a blij deomp ha ne c'hellomp ket seniñ e lec'h all, ober fent eus an tonioù disco ha skañv, lakaat binviji Breizh da vont war-raok... Ha dreist-holl kaout plijadur asambles.Denis, bez’ ho peus da vezañ pedet evit ur pred gant ur strollad tud disheñvel-tre ouzhoc’h… Gant piv e plijfe deoc’h bezañ pedet ?
N’ouzon ket re. Kalz a dud em-befe c’hoant da en em gavout evit gouzout penaos e vevont, petra a reont.

Gounezet 'peus el loto. Petra eo an dra gentañ a rit ?
Mont da labourat ! Ne blij ket din bezañ dilabour. Arc’hant a rofen da dud o deus ezhomm. Un tamm a chomfe ganin evit sevel raktresoù nevez.

Pehini eo gwellañ mare an deiz ?
Pa 'z an da gousket. Soñjal a ran er pezh am-eus graet e-pad an devezh. Ha kontant on, alies a-walc’h d’an neubeutañ.

Petra eo ho jestrig bihan pemdeziek evit gwellaat dazont hor planedenn ?
Kempenn va implij-amzer.

Petra oc’h techet d’ober p’ho peus un dister amzer vak ?
Lenn. Bandennoù-treset a-wechoù met ivez levrioù prederouriezh, sokiologiezh...

Peseurt kaner a blijfe deoc'h degemer en ho ti ?
Denez Prigent, an Denez-all… Brav-tre e kavan e vouezh ha gwerzioù a blij din kalz. Plijout a ra din ivez ar meskaj en deus graet gant ar sonerezh tekno.

Penaos e tremenit hoc’h amzer p’emaoc’h evit pell en ho karr-tan ?
Sellout a ran kalz ouzh an en dro. Re e c’hellfen lavarout marteze. Rak dañjerus eo ivez. N’eus ket pell em boa kavet ur c’hleuz war ma hent abalamour d’ur c’haol-fleur a oa ruz e benn !

E peseurt abadenn a dremen war ar skinwel e plijfe deoc’h kemer perzh, evel divizer pe evel arvester ?
Un abadenn skiantel kentoc’h. War a seblant n’eus netra gwashoc’h eget mont da seniñ evit abadennoù “Variétés”, evel abadenn radio Arthur.

Pa sellez ouzh un abadenn sirk en tele, peseurt troioù a blij deoc’h ar muiañ ?
Goulenn fall ! Ne sellan ket ouzh an abadennoù sirk. Bloavezhioù 'zo n’on ket bet o welet un abadenn war blasenn ar vourc’h kennebeut. N’eo ket sirius a-walc’h evidon-me.

Eus peseurt levr pe eus peseurt film ho peus dalc’het ar gwellañ soñj ?
« Le Cercle des Poètes Disparus » en doa plijet kalz din. Carpe Diem, se ‘zo ar pezh a ran en un doare disheñvel marteze.

Da biv, tro-dro deoc’h pe pelloc’h, ho pije c’hoant rebech e emzalc’h ?
Nerzhet e vezan gant tud a vez atav o leñvañ. Ret eo mont war-raok evit cheñch an traoù pa ne reont ket mat.

En diavaez eus ho labour petra a rit an aliesañ gant ho taouarn ?
Skrivañ gant an urzhiataer. Muioc’h a amzer a dremenan o skrivañ lizhiri evit ar Gevrenn eget o seniñ binioù. N’on ket barrek evit krouiñ traoù gant ma daouarn.

Ouzhoc’h, evel ouzh ar re all e stager ur skeudenn. Ha mont a ra hoc’h hini deoc’h pe c’hoant ‘peus cheñch anezhi ?
Mont a ra va hini din ! Ral eo e vez rebechet din. Plijout a ra din ar pezh a ran. Ne dalv ket ar boan cheñch an traoù.

Vendredi 21 octobre - Laz