News

Les news ? Détends-toi, ça vient...

La groovidéo de l'étape
Get Adobe Flash player

184069 groovefans

letelegramme.png

Groove attitude

Photo de presse

Perukennoù, chupennoù ha Stéphanie a Vonako ouzh ar binioù : setu ar Groove Boys !

Hag eñ oc'h "Groovy attitude" ? "Ar Groove attitude" a dalv bezañ distennet. Stress ebet !" eme Denez an Hir. Ha gwir eo, n'eo ket gwasket ar paotr. Nag e genseurted. Nav c'hañfard troet da Groove Boys tri bloaz zo.

"Groove, abalamour d'ar Groove box : ur benveg elektronek heñvel ouzh ur c'hlavier. Moaien zo d'ober sample gantañ." Kit da gompren... Ar binvioù all a zo eus ar vro, memestra. Binioù, bombard ha taboulin.

"Ganet e oa ar Groove Boys e-barzh Kevrenn Brest Sant-Mark, e-lec'h ma oamp o seniñ. D'ar poent-se, ne oa ket gwall farsus an traoù. Sonet e veze evel e-barzh forzh peseurt bagad pe pipe band, e doare soudarded... Met ni a faote deomp ober traoù fentusoc'h, dieub, ha fiñval en ur seniñ."

Tonioù ar Star ac

Hag int da seniñ tonioù o yaouankiz. Ar bloavezhioù 80. Burzhudus ha dispar... Bed Casimir hag hini an Top 50. Bouba an arzhig, Bugale an heol, "Partenaire particulier" ha "Comme un ouragan" zoken. Ar briñsez a Vonako sonet gant ar binioù, biskoazh kement all !

Keuz, emezit c'hwi ? Tamm ebet ! An holl donioù-se a zo deuet diouzh ar c'hiz en-dro. Distruj ? Nann 'vat ! Perukennoù, lunedoù, chupennoù o livioù splann a vez gwisket gant ar baotred. Farsus ? A dra sur !

"Lavaret e vez deomp omp un tammig "demago", rak ne reomp nemet traoù a blij d'an dud. Met ar pezh a faot deomp ober eo seniñ traoù modern gant binvioù Breizh. Seniñ a reomp "Gimme", pe "Paris Latino" bet kanet gant ar Star Academy. Nerzh a zo ! Hag ur "c'horegraphie" a zo bet savet da heul, evit farsal hag ober goap". War ar poent-se e c'hellont strivañ c'hoazh... Hag un droiad e-barzh kastell ar Star ac ne rafe ket droug dezho...

Abadenn Arthur war-eeun

Groove Boys ne oa ket bet e Breizh morse. Groove Boys a oa ezhomm koulskoude. Buan a-walc'h eo deuet ar brud ha pedet ar strollad da seniñ e pep lec'h. Gouelioù bihan a bep seurt, Brest 2004, Kann al loar, Frañs 3...

"Goulennet hon doa seniñ un ton gant ar Fabulous Trobadors. Asantet o doa. Sonet ho doa asambles warlene war leurenn an Erer kozh". Gwelloc'h c'hoazh : miz zo e oant bet pedet da zont da seniñ e-kerzh abadenn Arthur war Europe 2 ! Aet e oamp da Bariz da seniñ war-eeun e-barzh ar studio". Nag a enor ! Ha n'eo ket echu ar farsadenn. Emañ bremañ an nav boys o pleustriñ war ur bladenn. Ne vo ket forzh peseurt hini : un DVD, mar plij ! Collector, sur a-walc'h !

Ha n'oc'h ket c'hwi Groovy Attitude c'hoazh ?

Lionel Buannic

E galleg, en français

"Comme un ouragan", "Partenaire particulier", "Les cités d'or"... Tous les standards des années 80 à la bombarde et au binioù. Voici les Groove Boys, et ils décoiffent ! La blague de potaches devient une affaire sérieuse. Ils étaient le mois dernier les invités d'Arthur, Paris, et en direct, s'il vous plaît !

Jeudi 12 mai - Bretagne