News

Les news ? Détends-toi, ça vient...

La groovidéo de l'étape
Get Adobe Flash player

183348 groovefans

breman.gif

Groove Boys party !!

Photo de presse

Enrollañ a raio ar strollad Groove Boys e bladenn dirak an dud, d'an 22 a viz Mae e Gwipavaz hag e Forest-Fouenant en deiz war-lerc'h.

E fin miz Mae e ped ar strollad Groove Boys an holl da zont da welet ur sonadeg... a vo enrollet "live" evit o albom. "Groove Boys" emit-hu ? Pennad-kaoz gant DJ Nono, unan eus pennoù bras ar vandennad marellet (ha brell un tamm).

Gellout a rafes kinnig deomp piv ha petra eo ar Groove Boys ?

Ganet eo bet ar Groove Boys e 2002. Divizet e oa bet gant un nebeud mignoned seniñ tonioù eus ar bloavezhioù 80 (Partenaire particulier da skouer…) gant bombardoù, biniawoù-bras hag ur groove-box evit deiz-ha-bloaz Daminou, ur mignon all deomp. Plijet e oa bet an dud p’o doa klevet ac’hanomp en nozvezh-se ha divizet hor boa kenderc’hel gant an hent-mañ. Ne sonomp james tonioù hengounel eus ar Vro met tonioù etrebroadel anavezet-kenañ evel re Abba, Yves Larock, Emile & Images, Desireless hepken… Tro hon eus bet da seniñ tro 150 gwezh abaoe 2002 e meur a lec’h dic’hortoz : en un aerborzh, en ur voest-noz, en ur gêriadennn amerindianed e Guyana, en Erer kozh gant ar Fabulous trobadors, war Europe 2 gant Arthur, pe 2 wezh e Gouelioù Bowidel… Piv en dije kredet se !!!! 7 e oamp pa’z eo bet ganet ar strollad. Bremañ emaomp 14 war al leurenn ! Emaomp o chom e Kemper hag e Brest dreist-holl.

Tu a vefe dit displegañ eus pelec'h e teu ar Groove Box kevrinus a seblant bezañ e-kreiz-kreiz awen ar strollad ?

Ur mekanik elektronek ha diaoulek eo hennezh gouest d’ober muioc’h a drouz eget ar bombardoù, pezh n’eo ket aes, me lâr dit ! E bal ? Reiñ al lusk hag ar startijenn d’an tonioù a vez sonet gant ar binvioù hengounel. Reiñ a ra ivez ur blaz modern d’hor sonerezh (pe klask a reomp d’an nebeutañ !).

Pediñ a ra ar Groove Boys an dud da zont da ziv abadenn ispisial e-kerzh miz Mae... Gellout a reomp gouzout un tamm hiroc'h ? (Dañjerus e vo ?)

D’ar Gwener 22 a viz Mae e vo enrollet ar sonadeg e Gwipavaz e sal an Alize hag an deiz war-lerc’h er Forest-Fouenant en Nautile. Digoust e vo evit dont d’hor selaou. Goude an enrolladenn e vo un DJ a-benn echuiñ ar gouel. An albom a zeuio er-maez e deroù miz Gouere. Lidet e vo ar bladenn d’ar 14 a viz Gouere e Benoded e-lec’h ma vo aozet ur gouel bras. Bez’ e vo asambles ganeomp ar bagad Landi ivez d’an noz-se war al leurenn ! Ne gav ket din e vo dañjerus. Ar pezh zo sur e vo plijadur ! Da c’houde e vo moaien d’hon adkavout e-doug an hañv e gouelioù-meur Kerne, e emvod ar Gelted en Oriant, e Gouelioù kan ar vartoloded e Pempoull, h.a… M’ho peus c’hoant da c’houzout hiroc’h war se, klikit war www.grooveboys.biz

Vendredi 01 mai - Roazhon