News

Les news ? Détends-toi, ça vient...

La groovidéo de l'étape
Get Adobe Flash player

183933 groovefans

ya.jpg

Bro Groovig - Live !

Photo de presse

C'est quoi ton machin - Live ! Groove Boys Coop Breizh 15 € www.grooveboys.biz

Lolita, Ar c'hêrioù aour, Voyage voyage, Boney M, Indochine... Piv n'en deus ket kanet, dañset, merc'hetaet pe baotretaet marteze, war an tonioù-se ? Kanaouennoù a-vremañ deuet da vezañ hengounel ez int. Ha berzh a reont atav e-kerzh ar riboul... Ar Groove Boys a blij dezho riboulat. Plijout a ra dezho fentigellat gant an hengoun ivez. Setu ma kinnigont ur bladenn nevez, C'est quoi ton machin ?, ha a vesk bern-ouzh-bern tonioù diski, pop, sonerezh filmoù, adaozet hervez o c'hoant hag o ijin. Hag, iskisat tra, oc'h implij binviji dic'hortoz : bombard ha binioù. Plijus da vat an disoc'h ha diaes chom sirius en ur selaou an triwec'h lavagnon ! "Tu vas t'détendre" eo ger-stur ar Groove Boys. Heuliet strizh ganto ! Gant pladenn ziwezhañ ar Groove Boys e teskoc'h ivez peseurt mod e vev ar pekaried en Amerika ar Su, penaos renkañ ho chewing-gum en oto, ha, ma klaskit mat, e vo tu deoc'h selaou ouzh istor ur strollad sonerezh bet ganet e Bro Groovig hag a ra reuz enno. Laurent Petitguillaume e-unan, animatour skinwel ha radio, a gont an istor souezhus-se deomp...

Maiwenn Raynaudon-Kerzerho

Vendredi 02 octobre - Laz