News

Les news ? Détends-toi, ça vient...

La groovidéo de l'étape
Get Adobe Flash player

184439 groovefans

breman.gif

Groove Boys... Live !

Photo de presse

Sed aze kentañ albom gwirion ar Groove Boys, C'est quoi ton machin ? Gwir eo se, petra an diaoul ?! Un DJ sot-mik en deus dibabet an tonioù, a ya eus Boney M, da sonerezh La Soupe au choux pe c'hoazh Moi Lolita, gant sonerien drochoc'h c'hoazh a gred adaozañ pep tra gant bombard, biniou ha leun a draoù a ra trouz ! Ma, trawalc'h a gomzoù toull. Pedet o deus ar Groove Boys o idoloù. Ha respontet ez eus bet "ya" dezho ganto. Gant kanerez Voyage voyage, Desireless, da skouer. "Ar Groove Boys ? Ma, Bretoned int ! Ha neuze ?" emezi. "Asantet em eus kerkent ha m'o deus goulennet diganin seniñ en o doare dezho Voyage voyage. Ouzhpenn-se, lakaat an dud da ganañ ha da zañsal zo a interest foran, er mareoù-mañ dreist-holl... a zered re vuan d'am meno" emezi. "Voyage voyage a gendalc'h he hent dieub-frank, dre hor bed. He zonkad eo. Trugarez d'ar Groove Boys evit bezañ bepred ken laouen ! Pokoù dezho holl !"
Ouzhpenn-se zo. Un doare paeron en deus kavet tropellad ar Groove Boys e Laurent Petitguillaume, animatour en tele hag er radio. E vouezh en deus roet zoken evit ur souezhadennig... "Erruet int, gant o fennoù ront inosanted, distronket o daoulagad, ur roud lezet gant o nozvezhioù berr ha diroll... Ha respontet am eus "ya" dezho hep gortoz ne vefe savet an disterañ goulenn ganto zoken" emezañ. "Tro am boa bet, e-kerzh un RFM Party 80 e-kichen Brest, da welet ur strolladig yaouankizoù brell o lammat uheloc'h evit an holl re all gant lusk Macumba Jean-Pierre Mader, Femme libérée Cookie Dingler. Trouzioù a rede a-gleiz hag a-zehou, gant tizh un azen terzhiennek eus ar Poitou : er sal e oa ar Groove Boys ! Ne oan ket oc'h ijinañ e teufent, ur wech echu ar show, da ginnig din kemer perzh en o raktres sonerezh nevez. P'eo deuet ar c'homzoù a-benn ar fin, em eus asantet adarre ! "Trelatet-mik ar Vretoned-mañ" a soñjis, en ur debriñ ur grampouezhenn sukret ha lipous. Se zo kaoz e karer anezho, emezon, ha ma riboulont war tuboù Top 50 ar bloavezhioù 80, eo sin en em glevimp mat. Bevet ar Groove Boys !" eme Laurent Petitguillaume. "Sed aze an istor, simpl-tout ha fresk evel ur beurevezh goañv, e porzh Brest..."
M.L.
Ingalet gant Coop Breizh.
Evit gouzout hiroc'h : www.grooveboys.biz.
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn Desireless : www.desireless.net

Vendredi 01 janvier - Roazhon